Valve Corporation

Valve Corporation (lesanvet Valve Software, berraet alies e Valve) zo ur studio sevel c'hoarioù video hag un embanner niverel stadunanat savet d'ar 24 a viz Eost 1996 e Kirkland, Washington ha lec'hiet bremañ e Bellevue, Washington, Stadoù-Unanet Amerika. Ur skourr zo e Luxembourg evit Europa, anvet, Valve S.a.r.l., ha digoret e 2012. Savet e oa bet Valve e 1996 dindan an anv Valve L.L.C. gant Gabe Newell ha Mike Harrington, daou implijad e Microsoft. Gant an embregerezh e oa bet savet an heuliadoù c'hoarioù brudet-mat Half-Life, Counter-Strike, 'Portal, Day of Defeat, Team Fortress, Left 4 Dead ha Dota. Gant Valve ivez e oa bet savet ul lusker grafik anvet Source a servij da zarn eus e c'hoarioù. Anavezet eo ivez ar studio evit bezañ bet krouet ar savenn niverel Steam, a zegasas ar Steam Machine, un heuliad c'hoarioù video evit an urzhiataer a ya en-dro dre SteamOS.


Developed by StudentB